dimanche

.../.../...


... ENN HE GAVEL

Brema trizek miz ha teir zun
E oann dindan ar c’hoad e hun.

Oh! hun eta, va mabik, va mabik ;
Hun eta, toutouik lalla.

Kleviz o kana eul lapous,
Kane ken flour, kane ken dous.
Oh! hun eta, etc.

Kane ken dous, kane ken our,
Flouroc’h evid iboud ann our
Oh! hun eta, etc.

Kement ma’z-iz d’he heul, dibret
Touellet gant-han va spered.
Oh! hun eta, etc.

D’he heul pell, pell, pell, pell ez iz ;
Sioaz ! sioaz d’am iaouankiz !
Oh ! hun eta, etc.

— Merc’hik roue, e lavare,
Kaer oud evel gliz ar beure :
Oh ! hun eta, etc.

Ar goulou-deiz zo souezet
Pa zell ouz it, na ouzez ket.
Oh ! hun eta, etc.

Pa bar ann heol, souezet e.
Na piou a vo da bried-te?
Oh! hun eta, etc, ...

...
© Anonyme
...

0 commentaires:

Enregistrer un commentaire